Krimtchakeg

Krimtchakeg
(Qrymçak dili)
Perzhioù
Komzet e : Ukraina, Israel, Ouzbekistan, Georgia, Kazac'hstan
Rannved :
Komzet gant : < 1 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù altaek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 -
ISO 639-3
Kod SIL JCT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Takad istorel ar c'hrimtchakeg

Ur yezh turkek eo ar c'hrimtchakeg (saozneg: Krymchak) pe yuzev-tartareg komzet gant ar Yuzevion e Krimea.

Bremañ avat e vez kavet an darn vrasañ eus ar grimtchakegerion en Israel gant un nebeud re all en Ukraina ha Rusia.

Lazhet e oa bet an darn vrasañ eus an dud a rae gant ar c'hrimtchakeg gant an nazied da vare an eil brezel bed.

Da vare an Unaniezh Soviedel e oa bet klasket skrivañ ar c'hrimtchakeg gant al lizherenneg latin da gentañ ha, war-lerc'h, gant al lizherenneg kirillek er bloavezhioù 1930. Bremañ avat e implijer ar skritur hengounel, hini an hebraeg.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search